| Degemer |
Arzourien |
Diskouezadegoù |
Liammoù |
Darempredoù |
Diskouezadegoù
|
|
|
|
|
An diskouezadegoù tremen
|
|
|
|
|
|
2011
|
 |
|
 |
|
Ti-Kêr Lannarstêr (Mor-Bihan)
Gouere - Eost
|
 |
 |
 |
Abati Sant
Magloire - Lehon (Aodoù-an-Arvor)
Eost
|
 |
 |
 |
Celtomania
- Sautron (Liger-Atlantel)
Here
|
|
 |
2010
|
 |
|
Adal ar 14 a vis Meurzh beteg an 31 a vis Eost ez eo bet annezet
saloñsoù
Kastell Kêrminaoued gant 14 arzour eus Spered Kelt. Ouzhpenn
tri-ugent oberenn (liwadurioù, engravadurioù, fotoioù, oberennoù
gwiadet, kaerskrivadurioù, skulturioù) zo bet ingalet etre ar
salioù.
Melladoù skulturioù a oa da weled iwez e jardrinoù
ar
c'hastell.
|
|
 |
Kastell Kêrminaoued - Tregon (Penn-ar-Bed)
Meurzh - Eost
|
 |
|
Etre murioù Kusul Meur al Liger Atlantel ez eo bet dalc'het an
diskouezadeg vras-mañ, da geñver Gouel Erwan, adal an 10 beteg an
30 a vis Mae 2010.
Ur c'hant bennag a oberennoù a oa o klinkañ ar
mouladurioù-moger, o tiskouez splann pegen liessort ha pinvidig eo
labour arzourien Spered Kelt.
|
|
 |
Kusul Meur
- Naoned (Liger Atlantel)
Mae
|
 |
|
 |
|
 |
Chapel
Sant-Mikael - Lesneven (Penn ar Bed)
Mae
|
 |
|
Dalc'het eo bet an diskouezadeg adal an 23 beteg an 31 a vis Eost 2010,
e-barzh
sal-veur an Ti-Kêr ha sal-taolennoù La Rotonde. 130 oberenn bet
sevenet gant 16 arzour a yae d'ober ur pezh-mell diskouezadeg
arzoù-kaer.
Paule LE DIORE (liwoures) ha Gaël MORIN
(skultour) a
oa, peb heni d'e du, «kouviades» ha «lusk-kalon» da-geñver ar
c'houlzad-se.
|
|
 |
Ti-Kêr Lannarstêr (Mor-Bihan)
Gouere - Eost
|
|
 |
2009
|
 |
|
Meur a vloaz
da heul e tegemer ti-kêr Lannarstêr arzouriou Spered Kelt.
O mod-ober annezet get ene ar vro zo diasezet war
an eskemm hag an
divis, pezh a sikour d'ober disoleiñ ar vro Breizh a-vreman, ijinus,
emdroüs hag a gass war-wel ur furm gulturel newez.
Abaoe dibenn mis Gouere e kennigont d'ar gwel 130
oberenn war
mouladurioù-moger an ti-kêr.
|
|
 |
Ti-Kêr Lannarstêr (Mor-Bihan)
Gouere - Eost
|
|
Ema ar
gevredad arzel breizhad Spered Kelt (arz-krouiñ kelt a-vreman) o
terc'hel un disgouezadeg d'an deizioù-man e Düsseldorf e Alamagn, adal
ar 5 a vis Mezheven beteg an 3 a vis Gouere 2009 en Ti-ar-Geodediz ha
Kreisenn-Sevenadurel-Kêr e Bürgenhaus Reisholz, ar c'harter Su eus kêr.
Hans Binn hag a zo liwour hag engravour e
Düsseldorf en deus lâret ur
berrzispleg diwar-benn hon istor hag c'hultur breizheg kement ha
diwar-benn leveson ar Spered Kelt war ar c'hrouiñ a-vremañ er bed.
|
|
 |
Düsseldorf (Alamagn)
Mezheven
|
 |
|
Spered Kelt en deus assantet d'ar bedadenn gwraet
gant Ajañs Sevenadurel Vreizheg eus departamant ar Liger-Atlantel, evel
m'henn ra ingal abaoe meur a vloaz.
Gweladennerion niverus o deus bet tro evel-se da
zisoleiñ krouadennoù
arzel digant meur ag arzour eus hon c'hevredad.
|
|
 |
Foar etrevroadel Naoned
(Liger-Atlantel)
Ebrel
|
|
 |
2008
|

Araok ...
|
|
Adarre ez
eo
enoret ar c’hrouiñ kelt a-vremañ e-barzh sal vras an Ti-Kêr hag e-barzh
sal-arz
ar Rotonde.
Beteg an 23 a vis Eost, 13
eus an 30 arzour esel e Spered Kelt a gennig 120 oberenn orin maget
diwar hon
grwizioù ha miret pell a-ratozh-kaer diouzh peb brizh-folklor.
|
|

... war lec'h
|
Ti-Kêr Lannarstêr (Mor-Bihan)
Gouere - Eost
|
 |
|
Spered
Kelt zo
ur gevredigezh arzourien a-vremañ, liessort o santoù hag o
c’halvezerezhioù mes
unanet da labourad ewid reiñ buhez d’ar c’hrouiñ kelt a-vremañ e
Breizh. A-bad
mis Mezheven ez eo degemeret anezhi gant an
Deputación de Pontevedra e Galisia.
Staliet
eo an diskouezadeg,
enni ouzhpenn kant oberenn, e kastell Soutomaior, ur c’hastell eus an
XIIved
kantved, renewezet ha treusfurmet e kreisenn gulturel. |
|
 |
Kastell
Soutomaior (Galiza)
Mezheven
|
|
 |
2007
|
 |
D’ar c’hwec’hved gwezh da
heul ema aoset an diskouezadeg arz kelteg-mañ e bro An Oriant.
Ar gevredigezh Spered Kelt a
gennig enni ur choas digor frank eus
ar c’hrouiñ kelt a-vremañ.
|
 |
Ti-Kêr Lannarstêr (Mor-Bihan)
Gouere - Eost
|
|
 |
2006
|
|
 |
|
"Distreiñ a ra
ar C'hendalc'h Keltiek
da Vreizh bep 6 vloaz goude bezañ bet tro-ha-tro en unan eus 5 bro a
yezh
keltiek all.
Da Garaez e
teuio e miz Eost 2006 ar gouel sevenadurel-mañ hag e vo e zanvez
"al levezon geltiek en arzoù da welet".
Y. Guillamot -
Prezidant Skourr Breizh ar C'hendalc'h Keltiek
|
|
 |
|
Karaez
(Penn-ar-Bed)
Eost
|
|
 |
|
E Lann-ar-Stêr he deus gwraet
ar gevredigezh
Spered Kelt he neizh goude daou vloaz e Kambr Koñvers An Oriant.
Ur choas digor frank eus
ar c’hrouiñ kelt a-vremañ a gennig-hi, ennañ engraverezh, liwerezh,
luc’hskeudennerezh ha skulterezh
|
|
Ti-Kêr Lannarstêr (Mor-Bihan)
Gouere - Eost
|
|
 |
2005
|
 |
|
Beteg an
27ved a vis Eost e tegemer an Ti-Kêr un diskouezadeg diwar-benn an
arz kelt a-vremañ.
Diwar lusk
ar geveredigezh Spered Kelt zo he fal ober anavezoud pinvidigezh ar
c’hrouiñ
war an dachenn-mañ.
|
|
 |
Ti-Kêr
Lannarstêr (Mor-Bihan)
Eost
|
|
 |
|
Diskouezadeg
kinniget e proviñs Shandong, Republik Poblek
Sina, e
kêriou Jinan ha Rizhao, etre Mae
ha Gouere
2005, da-geñver bloavezh Frañs
e Sina hag 20vet
deiz-ha-bloaz sinadur an emglev kenlabour etre Rannvro Breizh ha
proviñs
Shandong.
|
|
 |
|
Kêriou
Jinan ha Rizhao (Sina)
Mae - Gouere
|
|
 |
|
Da geñver
Foar Etrevroadel Naoned ez eo digoret « Lec’hienn Kulturel Breizh »
d’ar wezh
kentañ.
Diwar
intrudu Ajañs Kulturel
Vreizheg Al Liger-Atlantel ez eo bet kenniget gant Spered Kelt ha
Poellgor An
Tarv un diskouezadeg arzoù kaer hag he deus gwraet berzh.
|
|
Naoned
(Liger-Atlantel)
Ebrel
|
|
Spered
Kelt zo bet pedet gant Festival de la Parole Poétique dezhañ sevel un
diskouezadeg arzoù kaer.
Honnañ
ziwezhañ, kaer-meurbed
anezhi, a oa dalc’het ganti ar sal-degemer er Greisenn Gulturel
« L’Ellipse » e kave lec’h ar festival enni.
|
|
 |
|
Molan (Penn-ar-Bed)
Meurzh
|
|
|